Un hunvre

Franz Kafka

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

Bered yuzev kozh Praha

Hag adarre rambreadennoù ar paotr Franz 

Daoust ma seblant an danevellig-mañ bezañ tennet eus Ar Prosez rak en dro-mañ ivez e teu Josef K. war an tabier, ne oa ket e-touez ar follennoù distag urzhiet gant Max Brod ha kinniget gantañ e stumm ur romant. Embannet eo bet evit ar wech kentañ e 1917 war ar Prager Tagblatt, ur gazetenn bemdeziek moullet e Praha ha skrivet en alamaneg, ha goude-se e 1920 en un dastumad danevelloù anvet, hervez titl an eil danevell, Ein Landarzt  (Ur mezeg a-ziwar ar maez). 

Françoise Lermen 

O hunvreal e oa Josef K.: Un devezh brav a oa anezhi ha c'hoant en doa da vont da bourmen. Met a-vec'h graet gantañ div gammed, setu m'en em gavas er vered. Eno e oa hentoù stummet iskis, diaes bale warne gant an troidellus ma oant, met war ur seurt hent e ruze evel ur vag douget gant red an dour, en ur zerc'hel e gorf sonn ha divrall. Eus a-bell e spurmantas ur grugell-vez nevez-savet ha mennout a reas ober un harp en he c'hichen. Evel teoget e oa gant ar grugell-vez-se ha soñjal a rae ne c'halle ket mont buan a-walc'h betek enni. A-wechoù, avat, e wele a-boan ar grugell, kuzhet ma oa gant bannieloù tortigellet o lienoù, hag o stokañ start an eil ouzh egile; an dougerien ne vezent ket gwelet, met du-hont, evit doare, e rene ur birvilh joaius.

E selloù bepred kollet en diabell, e welas a-daol-trumm an hevelep krugell-vez en e gichen war an hent, tost da vat a-drek dezhañ. Buan-ha-buan e lammas er geot. Met o vezañ ma kendalc'he an hent da zibunañ a-herr dindan e dreid o tibradañ evit ober ul lamm war-raok, e trabidellas hag e kouezhas war bennoù e zaoulin, dres dirak ar grugell-vez. A-drek ar bez e oa daou waz o terc'hel, kreiz etreze, ur maen-bez bannet en aer; kerkent ha ma teuas K. war wel, e skojont ar maen d'an douar hag ar maen a chomas en e sav, evel pa vije bet siellet en un toull. Diouzhtu e tiflukas un trede den eus ur bod-strouezh ha K. a verzas raktal e oa un arzour anezhañ. Ne oa gwisket nemet gant ur bragoù hag ur roched prennet fall; ur c'habell voulouz oa gantañ war e benn; derc'hel a rae en e zorn ur c'hreion ordinal ma trese gantañ, bep ma tostae, skeudennoù en aer .

Gant ar c'hreion-se e stagas neuze da labourat war lein ar maen; uhel-kenañ e oa ar maen ha dre-se n'en doa ket ezhomm da vont en e zaoubleg, met ret e oa dezhañ stouiñ a-raok, rak dispartiet e oa diouzh ar maen gant ar grugell-vez ha ne felle ket dezhañ teurel e dreid warni. Setu m'en em gavas en e sav war vegoù e dreid, harpet ouzh ar maen gant e zorn kleiz. A-drugarez d'e ampartiz dreistpar da embreger e greion e teue a-benn da stummañ gantañ lizherennoù-aour; skrivañ a reas: »Amañ eo beziet«. Pep lizherenn a oa treset glan ha kaer gant aour rik, hag engravet don. Goude bezañ skrivet an tri ger e troas e sell war-du K.; hemañ, c'hoant bras dezhañ da welet al labour-skrivañ o vont war-raok, a rae nebeut a van ouzh an den ha ne zistage ket e selloù diouzh ar maen. An den, neuze, en em lakas a-du da adstagañ ganti, met ne oa ket mui evit skrivañ; skoilhet e oa gant un dra bennak, ha setu ma tistokas e greion diouzh ar maen ha ma troas adarre war-du K. Neuze e sellas K. ouzh an arzour hag e verzas e oa hemañ nec'het-bras met ne felle ket dezhañ lavaret abalamour da betra. Torret e oa al lusk a oa bet ennañ betek-henn. Diwar-se e teuas K. da vezañ nec'het ivez; drougintentet e oa bet un dra bennak hag hini ebet eus an daou zen ne oa gouest da ziluziañ ar gudenn. Trumm ha dic'hortoz, e stagas unan eus kleierigoù ar chapel-gañv da dintal, met tevel a reas pa hejas an arzour e zorn savet er vann. Goude ur pennadig e tintas adarre, met en dro-mañ war un ton izeloc'h, ha paouez a reas diouzhtu hep ma vije ezhomm d'hen lakat da devel, evel p'en dije bet c'hoant da amprouiñ e son. Mantret-marv e oa K. o welet e pe stad e oa an arzour ha setu ma tirollas da ouelañ hag e-pad pell amzer e tifronkas, e zremm skoachet gantañ etre e zaouarn. An arzour a c'hortozas ken na vije sioulaet da K. ha neuze, dic'houest da gavout un diskoulm all d'ar gudenn, e tivizas en em reiñ adarre da skrivañ. Gant ar c'hentañ taolig-kreion e voe divec'hiet K., met anat e oa n'en doa graet an arzour ar striv-se nemet gant ar brasañ diegi hag ar skritur ne oa ket mui ken kaer; war a hañvale ne oa ket trawalc'h a aour rak disliv ha diasur e oa an drolinenn, met bras-kenañ e teuas al lizherenn da vezañ koulskoude. Bez' e oa ur J, ha tost echu e oa dija pa zarc'haouas an arzour gant fulor un taol-troad er grugell-vez, ken ma strinkas en aer tammoù eus an douar a yae d'hec'h ober. Erfin e komprenas K. an den, met ne oa ket mui amzer a-walc'h da c'houlenn e bardon; gant e holl vizied e kleuzas an douar hep nemeur a boan; pep tra a seblante bezañ bet prientet en a-raok. Evit ar gwel hepken e oa bet ledet, war-c'horre ar bez, ur gwiskad douar tanav; dres dindanañ e oa ur mell toull gant kostezioù serzh ha K. a sankas ennañ, troet war e gein gant ul lusk flour ha kuñv. Tra ma riskle d'an traoñ, e benn savet uhel war e c'houzoug, ha degemeret dija en un islonk didreuzus, e welas e anv skrivet gant melloù rikamanoù war ar maen. Boemet gant ar gwel-se e tihunas.


Copyright© 2016 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all right reserved).
www.dikhadak.eu