An deskard sorser

 

Johann Wolfgang von Goethe

 

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

 

Setu ma mestr kozh, ar sorser,
Aet diouzh ar gêr a-benn ar fin!
Neuze 'vit ur predig amzer,
E sperejoù a sujo din!
Desket em eus e zoareoù
E lavaroù, e droioù-hud,
Ha gant ma youl hag ar breoù,
On gouest d'ober meur a vurzhud.

Timat! Timat!
Meur a dennad,
Evit lakat
Diouzh ma mennad
Dour puilh da redek a-boullad
Da brientiñ ur gibellad.

Deus amañ te, kozh skubellenn!
Pak en-dro dit un tamm pilhenn!
Matezh out aba ur viken,
Bremañ e vi em gourc'hemenn!
Sav alese war div c'har sonn,
Ra gresko ivez ur penn dit,
Kae prim en da hent ha gra fonn,
Ha kas ar c'helorn dour ganit!

Timat! Timat!
Meur a dennad,
Evit lakat
Diouzh ma mennad
Dour puilh da redek a-boullad
Da brientiñ ur gibellad.

Sellit, gant ar run e tiskenn;
Tizhet he deus riblenn ar stêr,
Ha dres amzer ul luc'hedenn
Gant dour e-leizh emañ er gêr
Evit an eilvet gwech dija!
Pebezh lanv 'barzh ar gibell!
Ha nag a zour o tiverañ
E pep barazh e pep pezel!

Chom 'ta! Chom 'ta!
Na rez mui tra!
Trawalc'h 'teus graet
Re hon eus bet!
Ac'h, mil gurun! Na pegen yud!
Lonket eo ganin ar ger-hud!

Ar ger-hud a raio diouti
Pezh e oa kent an abadenn.
Met sed ma red e-maez an ti!
Ra vije chomet skubellenn!
Mont ha dont a ra dibaouez
Gant brasoc'h tizh bewech siwazh
Ac'h! kant stêr gant o dourioù gouez
A zic'hlann warnon gwashoc'h-gwazh.

Nann, n'hallan ket
Chom da sellet!
Ret din kavout
Tu d'he zapout!
Ac'h! skrijañ a ran ken-ha-ken!
Pebezh selloù fall en he fenn!

Kozh tra vrein kac'het gant an diaoul!
An ti a-bezh 'fell dit beuziñ?
Dreist an treujoù, dre bep riboul
E teu an dour d'hon aloubiñ.
Ata! gwall skubellenn daonet,
Ne vennez ket plegañ d'am youl?
Bez adarre ar pezh out bet,
Deus da vezañ bazh, ha chom sioul!

Paouez! Paouez!
Rak en diwezh
Me az tapo,
Me az talc'ho.
Ha prim gant dir lemm ar vouc'hal
D'an tamm koad kozh e rin e stal.

Ha sed ma stlej ur gargad all!
Met bremañ e sailhan warni.
Te, korrigez, a vo raktal
Diskaret krenn war al leur-di!
Na pegen brav eo bet skoet!
Daouhanteret dik gant an dir!
Ar spi ennon zo distroet,
Hag e ran un tenn alan hir!

Allas! Allas!
Sed an daou bezh
Troet siwazh
E div vatezh
Graet ha fardet, hag o sevel!
Deut d'am skoazell! nerzhioù neñvel!

Hag int a red! Ha glepoc'h-gleb
E teu ar sal hag an diri
Tra ebet d'ober a-enep.
Aotrou ma mestr! Klevit ma c'hri!
A! sed ar mestr en em gavet!
Aotrou! Aotrou! Nag ur walldro!
Ar sperejoù am eus galvet,
N'on ket 'vit o c'has diwar-dro.

»Kerzhit d'ho korn,
Skubellennoù!
Rak da reiñ dorn,
Ar sperejoù
Ne vezont galvet a-ratozh,
Nemet gant ar mestr-sorser kozh.« 

 

 


Copyright© 2010-2016 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved).
www.dikhadak.eu