Rozenn al lannegi

Johann Wolfgang von Goethe
(ton gant Heinrich Werner)

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

1. Ur paotr 'wel ur rozennig,
e-kreiz al lannegi,    
ken yaouank, fresk ha koantik,
ma red prim da sell't outi,
hag e sell gant dudi.    
Rozenn, rozenn, rozenn ruz,  
e-kreiz al lannegi.

2. Ar paotr 'lâr: Me az torro,
Rozenn al lannegi!
Rozenn 'lâr: Me az piko,
ma soñji ennon ato,
rak n'oulan ket reuziñ.
Rozenn, rozenn, rozenn ruz,
e-kreiz al lannegi.

3. Hag ar paotr taer a dorr mik
Rozenn al lannegi;
Rozenn a stourm hag a bik,
met ne dalv na gwa na gwik,
hag e rank 'ta reuziñ.
Rozenn, rozenn, rozenn ruz,
e-kreiz al lannegi.


Copyright© 2012-2013 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved).
www.dikhadak.eu