Roue ar Gwern

Johann Wolfgang von Goethe

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

Piv en noz don a red dre an avel?
An tad war varc'h ha gantañ e vugel;
Dre nerzh e vrec'h e stard ar paotr outañ,
Hen doug asur, hag e talc'h tomm dezhañ.

Perak, ma mab, koach da zremm ken skeudik? -
Roue ar Gwern, n'hen gwelez ket, Tadig?
Roue ar Gwern gant kurunenn ha stlej? -
Ma mab, se 'zo ul lijenn hej-dihej.

»Bugel karet, deus amañ, deus ganin!
C'hoarïoù kaer  ganit a c'hoarïin;
War ribl an dour e kavi bleunioù flamm,
Gant aour melen eo graet saeoù ma mamm.«

Ma zad, ma zad, ha n'ez peus ket klevet
Petra gantañ 'zo bet din prometet? -
Tav ha chom sioul, chom sioul 'ta ma bugel;
En delioù sec'h e sarac'h an avel. -

»Da zont  ganin, paotr  jentil, 'peus ket c'hoant?
Brav war da dro e ray ma merc'hed koant;
Gant ma merc'hed 'vez renet dañsoù-noz,
Koroll ha kan az luskello fenoz.«

Ma zad, ma zad, ne welez ket ahont
En teñvalder Merc'hed ar Gwern o tont? -
Ma mab, ma mab, e gwir e welan splann
An haleg kozh ken louet war ar c'hlann. -

»O ! Me az kar, da neuz kaer a blij din;
Ha mar bez ret, dre heg ez kemerin.«

Ma zad, ma zad, bremañ e krog ennon!
Roue ar Gwern en deus ma gloazet don! -

An tad spontet a hast hag a ra bec'h,
Gant e vugel o klemm 'tre e zivrec'h;
E tizh ar porzh dre nerzh strivoù garv,
'Tre e zivrec'h ar bugel oa marv.


Copyright© 2010-2011 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh
www.dikhadak.eu