Ar rannoù

Wilhelm Busch

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

Hervez lâret e oa bet en deiz all
Leon ha bleiz kevret o chaseal.
Hag a-gevret o doa lazhet ive'
Ur mell hoc'h-gouez pounner hag a-zoare.
Met pa sav kaoz gante eus lodenniñ
E kav d'ar bleiz e ve mat diskrediñ.
»Petra soñjez, lâr al leon d'ar bleiz?
Ne gredez ket e vo ingalet reizh?
Sell 'ta aze, 'mañ al louarn o tont
Eñ a roio da bep hini e gont.«
»Mat eo« a lâr ar bleiz en ur soñjal:
»Ur seurt mignon da varner 'vo ket fall«.
Hag al leon da c'hervel al louarn:
»Aotrou, amañ ez eus un dra da varn.
An hoc'h-gouez-mañ, nevez-lazhet bremañ
'Zo war un dro din-me ha da hemañ.
Me hen tagas dre 'raok hag eñ dre 'dreñv;
Grit hep disgwir div rann gant un taol kleñv.«
Ul lezennour ampart oa al louarn
»Aes«, emezañ, »e vo an dra da varn.
An tu a-raok, bras pe vihan e ve
Hervez ar reizh 'vo roet d'ar Roue.
Dit-te avat, ma c'henderv mat Gwilhou,
'Vo an adreñv, kemer-eñ hep geizoù!«
War ar ger-se, gant un taol sec'h e troc'h
An tammig lost diouzh penn a-dreñv an hoc'h.
Ar bleiz feuket a ra fae war e rann,
Ur stou a ra ha prim e skarzh ac'hann.
»Louarn, chomit« 'lâr al leon neuze,
Da Vizir bras oc'h anvet ganin-me.


Copyright© 2011 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh
www.dikhadak.eu