Noz Kala-Mae1  

Willibald Alexis

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

Ma mamm gaezh, en noz all 'neus graet glav hag avel.
»Ar c'hentañ a viz Mae 'zo hirie, ma bugel.«

Ma mamm, war ar menez2 e strake al luc'hed.
»E-krec'h, ma bugel kaezh, e oa sorserezed.«

Sorserezed, ma mamm, ne c'houlan ket gwelet.
»Ma bugel, meur a wech se 'zo bet c'hoarve'et.«

Sorserezed a zo, ma mamm, en hor c'hêrig?
»Tostoc'h ouzhit ivez, e gwir, ma bugelig.«

War betra, ma mamm gaezh, e savont d'an uhel?
»Moged ar stoub devet o doug aes, ma bugel.«

Penaos 'ta e nijont, ma mamm, d'an abadenn?
»A-c'haoliad, ma bugel, war un troad-skubellenn.«

Skubellennoù, ma mamm, a oa kalz er bourk dec'h.
»Kalz a sorserezed a oa ivez e-krec'h.«

Dec'h, 'barzh ar chiminal, ma mamm, e oa moged.
»Stoub a oa bet lakaet, ma bugel, en oaled.«

Da skubellenn, ma mamm, n'oa ket en noz er gêr.
»War ar menez e oa, ma bugel, se zo sklaer.«

Ma mamm gaezh, da wele 'oa goullo en noz all.
»Da vamm, war ar menez, oa ivez o c'hedal.«

 


(1)

Er skrid orin: Walpurgisnacht, d.l.e. noz Santez Walpurga, ul leanez saoz ha n'he doa mann d'ober gant ar sorserezed, met dre zegouezh ez eo bet lakaet hec'h anv war roll ar sent (hag he relegoù en ur gouent e Bavaria) d'ar 1añ a viz Mae end-eeun.

(2)

Er skrid orin: ar "Brocken", ur menez e hanternoz Bro-Alamagn, anvet ivez a-wechoù "Blocksberg" hag anavezet mat evel Menez ar Sorserezed abaoe ma oa bet graet anv anezhañ gant Goethe e trajedienn Faust.


Copyright©2010-2011 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh.
www.dikhadak.eu